[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Pireneoù

Eus Wikipedia
Estanh dels Gorgs en okitaneg, Lac d'Arlet e galleg, e Bearn.

Ar Pireneoù zo un aradennad-venezioù lec’hiet etre al Ledenez iberek hag ar peurrest eus kevandir Europa. En em astenn a reont eus ar Mor Kreizdouar, er reter, d’ar Meurvor Atlantel (pleg-mor Bizkaia), er c'hornôg. Ledet int war hanternoz Katalonia, Aragón, Euskal Herria (Bro-Vask) ha war kreisteiz Okitania. Emañ priñselezh Andorra a-bezh enno. Euskadi ha Katalonia, e pep hini eus an daou benn, zo a-c’haoliad war an aradennad. Mont a ra ar Pireneoù d'ober an harzoù, tamm pe damm, etre Frañs ha Spagn. Daou gorn-bro zo lec'hiet diouzh un tu eus an aradennad, ent-douaroniel, ha stag ouzh an tu all, ent-politikel : Traoñienn Aran, a red he dourioù war-zu an hanternoz, zo stag ouzh Spagn ha lodenn norshañ Cerdanya, a ya he dourioù war-zu ar c'hreisteiz, zo stag ouzh Frañs (departamant Pireneoù-ar-Reter), war-bouez enklozadur Llívia.

430 km eo hed aradennad ar Pireneoù ha 100 km eo he ledander d'ar muiañ. Aneto eo ar menez uhelañ (3 404 m), lec'hiet e Spagn.

Cheñch a ra anv ar Pireneoù hervez ar yezhoù a gaozeer eno: Pirineus e katalaneg, Pyrénées e galleg, Pirineos e spagnoleg, Pirenèus en okitaneg, Perinés en aragoneg ha Pirinioak en euskareg.

Hervez mojennoù Henc'hres e voe krouet ar Pireneoù gant Herakles, evit douarañ ar briñsez Pirene.

Ar Pireneoù, diwar skeudennoù tapet gant loarelloù an NASA

Dremmvroioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'eus ket lennoù bras evel en Alpoù. Ral hag uhel eo an odeoù. Kalz froudoù zo avat, hag a ra alies lammoù-dour meurdezus. Alies e ra an traoñiennoù un hantergelc'h gant tornaodoù serzh, anvet sirkoù.

Lamm-dour Gavarnie (462 m) eo an hini uhelañ, e-kreiz ar Pireneoù e sirk Gavarnie (departamant Pireneoù-Uhel, Gwaskogn). E-barzh Park Broadel ar Pireneoù emañ.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.