Svetlana Allilouyeva
Neuz
Svetlana Iosifovna Allilouyeva (rusianeg: Светла́на Ио́сифовна Аллилу́ева; jorjieg: სვეტლანა ალილუევა), anavezet diwezhatoc'h evel Lana Peters war-lerc'h he dimeziñ gant un arkitektour amerikan, a oa merc'h da Jozef Stalin, anezhi ar bugel yaouankañ hag ar verc'h nemeti en devoa bet gant e eil gwreg Nadejda Allilouyeva. Ganet e oa bet d'an 28 a viz C'hwevrer 1926 hag aet da Anaon d'an 22 a viz Du 2011. Mont kuit a reas da SUA e 1967. Distreiñ a reas d'an URSS e 1987.