[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Linad

Eus Wikipedia
Linad
Urtica dioica
Rummatadur Cronquist
Riezad : Plantae
Skourrad : Magnoliophyta
Kevrennad : Magnoliopsida
Urzhad : Rosales
Kerentiad : Urticaceae
Genad : Urtica
Anv skiantel
Urtica sp.
L.,  1753
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Linad (Urtica) zo un anv evit meur a spesad plant eus ar c'herentiad Urticaceae, gant delioù blevek. Unnek spesad anezho a gaver en Europa.

E-touez ar spesadoù anavezetañ emañ al linad-skaot pe linad-bras (Urtica dioica, etre 50 cm hag 1 m uhelder, plant bividik) hag al linad-grizias pe linad-bihan (Urtica urens, nebeutoc'h eget 50 cm uhelder, plant bloaziek). E Breizh e kaver ivez Urtica pilulifera (linad Molenez), Urtica membranacea (linad Bro-Vigoudenn).

Al linad-skaot hag al linad-grizias zo plant implijet evit louzaouiñ (implijet e vez o delioù hag o gwrizioù), hag anavezet-mat int evit se. Implijet e vez an delioù abalamour d’o ferzhioù troazhus ha skarzhus. Implijet e vez al linad-skaot ivez el labour-douar (evel temz) hag en industriezh (evit o gwiennoù).

Plant all a reer "linad" anezho ivez, abalamour m'int damheñvel ouzh re ar genad Urtica. En o zouez emañ al "linad-du" (Ballota nigra L.), al "linad-fic'h" pe "linad-goeñvet" (Stachys sylvatica L. 1753), al "linad-c'hwezhet" (Stachys palustris L.), al "linad-flour" (Lamium spp. L.), al "linad-yar" (Lamium amplexicaule L.), al "linad-gwenn" (Lamium album L. pe Lamium flexuosum Ten.), al "linad-melen" (Lamium galeobdolon L.), al "linad-ruz" (Lamium purpureum L.).