[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Dizoueegezh

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Dizoue)
dizoueegezh
world view, philosophical movement, doxastic attitude
Iskevrennad eusirreligion Kemmañ
Hashtagatheism Kemmañ
Deskrivet dreatheist Kemmañ
Dezverket dreunbelief Kemmañ
Istorhistory of atheism Kemmañ
Pleustret gantatheist Kemmañ
Tikedenn Stack Exchangehttps://philosophy.stackexchange.com/tags/atheism, https://buddhism.stackexchange.com/tags/atheism, https://christianity.stackexchange.com/tags/atheism, https://islam.stackexchange.com/tags/atheism, https://hinduism.stackexchange.com/tags/atheism Kemmañ
Enebet ouzhtheism Kemmañ
Logo an dizoueegezh, 2007

An dizoueegezh zo ur preder a nac'h e vije un doue bennak.

An dizoueegezh a-vremañ a glask harp war ar skiantoù, ar brederouriezh, ar bredelfennerezh, hag a glask respont evel-se da emc'houlennoù an dud war o dazont. An dizoueidi n'int ket evit goulakaat e vije ezhomm d'an den krediñ en un doueegezh bennak, gwelout a reont ar c'hredennoù-se evel un harp evit ar spered pe ur seurt louzoù evit pareañ an diwaskadenn a c'hellfe bezañ trec'h war lod tud.

Lavarout a ra an dizoueidi ez eo dre o regredoni e vez ur spi gant ar gredourien e c'hellint kaout un eil vuhez en ur baradoz ijinet penn-da-benn.

Koulskoude ne vije ket reizh lavarout n'eo ket gouest an dizoueidi da vezañ trugarezus e-keñver o c'hempredidi, kredourien pe get.

Stadegoù war niver an dizoueidi

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dregantad a zioueidi hag a aknosteien er bed
  • Hervez ar 1994 Britannica Book of the Year e oa 1 154 milion a dizoueidi er bed e 1994[1].
  • Hervez ar studiadenn Religion et laïcité dans l'Europe des 12 (1994), ur c'hard eus poblañs Unaniezh Europa a vije hep relijion, met 5% eus Europiz a vije dizoueidi gendrec'het[2].
  • Hervez ar World Christian Encyclopedia 2000 e oa 1 071 milion a zigredourien ha 262 milion a zizoueidi er bed e 2000[3].
  • Ur studiadenn bet kaset gant Kengor Europa e 2005 e 25 Stad an Unaniezh, a roas 52% a dud o krediñ en un doue, 27% o krediñ en un doare spered pe nerzh a vuhez, 18% a zidoueidi hag aknosteien ; 3% a dud ne ouien ket petra respont[4].

E galleg e weler ar ger athéisme e 1555 hag ar ger athée e 1547, met dont a ra eus Platon : Αθεος atheos, "dizoue" ; treuzkaset eo bet d'al latin kristen atheos, "ne gred ket e Doue".
En XXvet kantved e voe goveliet ar ger brezhonek "dizoueegezh", pa veze lavaret "tud difeiz" pe "tud digredenn" gwechall evit komz eus an dizoueidi.

Talvoudegezh a-vremañ ar ger hag an termenoù nes

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

"Dizoueidi" a rae an Iliz katolik roman gwechall eus an dud na blegent ket d'he reolennoù. Bremañ e kaver sterioù diresis an termenoù nes er media : mesket e vez an dizoueegezh gant an aknostegezh, ar boellelouriezh, an enepkristeniezh, an difeiz hag nac'hañ ar relijionoù.

Dizoueegezh hag aknostegezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An aknostegezh (eus ar gresianeg agnostôs, "na c'heller ket anaout") zo ur brederenn a nac'h eo posupl sevel meizadoù a vije en tu all eus ar pezh a vez anavezet diwar ar poell : n'eus ket a draoù en tu all d'an Natur (Meta ta phuzika, "ar pezh a heuilh ar fizik, an drabedoniezh pe usvedoniezh neuze). Evit an aknosteien, pa ne c'heller ket anavezout ne c'heller ket respont d'ar goulenn « daoust hag-eñ ez eus un doue ? » ha koulskoude e respont an dizoueidi n'eus ket a zoue, hep mar ebet.

Dizoueegezh ha poellelouriezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An dizoueegezh a nac'h ma c'hellfe bezañ doueoù, da lavaret eo usboudoù hag a vije gouest da verañ tonkad an holl dud. Ne nac'h ket e vije dibosupl an anadennoù diheboell.
Ar boellelourien ne zegemeront ket ar martezeadoù ha n'int ket evit bezañ harpet war arguzennoù ha fedoù tennet diouzh ar poell, met ned eont ket da lavaret eo dibosubl krediñ ; p'eo dibosupl prouiñ ez eus un doue a c'hell bezañ degemeret evel un abeg evit krediñ : credibile est qui ineptum est, "kredus eo peogwir eo diboell" (Tertullianus)[5].
N'eus ket ur poellelour eus pep dizouead, hag ar boellelourien o deus meur a savboent e-keñver ar feiz : lod a gred en ur seurt doue a-enep ar poell hag ar skiant, lod all ne fell ket dezho respont, lod all c'hoazh ne zegemeront ket meizad an doueegezh.

  1. (en) 1994 Britannica Book of the Year, Encyclopaedia Britannica, 1994 (ISBN 978-9-9944-2517-4)
  2. (fr) Religion et laïcité dans l'Europe des 12, renet gant Jean Baubérot, Paris, Syros, 1994, p. 259.
  3. (en) World Christian Encyclopedia
  4. (en) Eurobarometer
  5. (la) Quintus Septimius Florens Tertullianus, de Carne Christi, V:4