C'haritezed
Ur C'haris, e mojennoù Hellaz kozh, a oa unan eus ar C'haritezed (Χάριτες/c'harites e gregach), a oa teir c'hoar. Doueezed ar gened, an natur, ar strujusted e oant.
Anvioù ha kargoù an Teir Fulenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar C'haritezed a vez graet anezho e brezhoneg(Daveoù a vank), pe an Teir C'hoantenn(Daveoù a vank), an Teir Fulenn(Daveoù a vank), rak peurvuiañ e vezent teir. Setu o anvioù, eus ar yaouankañ d'ar goshañ:
- Aglaia a oa doueez ar gened hag ar sklêrijenn; pried da Hefaistos (war-lerc'h Afrodite).
- Eufrosyne a oa hini barr al levenez, a zeu ennoc'h, pa vezit o vanveziñ evel e banvez peurbadus an doueed pa oa deuet an dud e penn kentañ Theogonia Hesiodos; pried da Hypnos;
- Thalia hini an imor vat.
Gant ar Romaned e oant anvet ar Gratiae, an "Teir Gras".
O niver
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'int ket bet teir atav. E Sparta gozh ne veze enoret nemet div anezho:
En Aten e oant div ivez:
Hesiodos eo an hini kentañ a gomz eus teir.
O lignez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Merc'hed Zeus hag an Okeanidenn Eurynome (pe Eunomia) e oant, a veze kontet. Hervez doareoù all avat e oant
- merc'hed Dionysos hag Afrodite (pe Koronis pe Hera)
- merc'hed Helios (an Heol) hag an hesperidenn Aigle.
Ar stêr Kefisos, e-kichen Delfi, e oa o lec'h sakr.
En Ilias (XVIII, 382) eo kinniget C'haris gant Homeros evel gwreg Hefaistos, ha Pasithea evel unan eus ar C'haritezed, merc'h da Zionysos ha da Hera, (Nonnos Panopolis, Dionysiaca, XXI, 103).
Prometet eo gant Hera dimeziñ anezhi da Hypnos gant ma sikouro da lakaat Zeus da gousket.
Ur gaoz hir zo gant Pausanias en e levr Deskrivadur Hellaz (levrenn 9, chabistr 35, 1 - 7) diwar-benn ar gizioù stag ouzh ar C'haritezed, en Hellaz an douar-bras koulz hag en Inizi Ionia.
An Teir Fulenn en arz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez an urzh istorel:
- 1348-50 : Ambrogio Lorenzetti, en Allegoria ed effetti del Buono e del Cattivo Governo (Alegorienn ar Gouarnamant Mat)
- 1476-84 : Cosimo Tura en Alegorienn Ebrel [1]
- 1482 : Sandro Botticelli (1482), tempera, e La Primavera, Uffizzi, Firenze; [2]. Marteze ar skeudenn vrudetañ anezho.
- 1504-1505 : Raffaello Sanzio, An Teir Fulenn, eoulivadur, Musée Condé, e Chantilly,
- 1518 : Antonio da Correggio ; [3]
- 1531 : Lucas Cranach an Henañ, An Teir Fulenn, 37 x 24 cm, e Mirdi al Louvre, e Pariz.
- 1535 : Jacopo Pontormo ([4])
- 1540 : Hans Baldung Grien
- 1561 : Germain Pilon, Les Trois Grâces, monument funéraire du cœur d'Henri II, delwenn varmor, e Mirdi al Louvre, e Pariz.
- 1631-33 : Jacques Blanchard Ur gwaz o tegouezhout gant Gwener hag an Teir Fulenn o kousket [5].
- 1639 : Pieter Paul Rubens, An Teir Fulenn, eoullivadur war goad, 500 x 617 cm, Mirdi ar Prado, e Madrid [6]. Ur skeudenn eus an doare kemmus da welout ar gened.
- 1697 : Jean Delcour, Les Trois Grâces ar Perron de Liège, place du Marché, e Liège.
- 1763 : Carle van Loo, Les Trois Grâces, el Los Angeles County Museum of Art, e Los Angeles.
- 1765-1770 : François Boucher, Les Trois Grâces supportant l'Amour, eoullivadur war lien, 80 x 65 cm, e Mirdi al Louvre, e Pariz.
- war-dro 1770 : Étienne Maurice Falconet, Pendule : les Trois Grâces, marmor hag arem alaouret, 80 x 38 cm, e Mirdi al Louvre, e Pariz.
- 1797-1798 : Jean-Baptiste Regnault, Les Trois Grâces, eoullivadur war lien, 204 x 153 cm, e Mirdi al Louvre, e Pariz.
- 1799 : Antonio Canova [7]
- 1816 : Antonio Canova, An Teir Fulenn (Canova, Sant-Petersbourg) (1añ doare), delwenn varmor, e Mirdi ar Peniti, e Sant-Petersbourg.
- 1815 : Alexandre-Jean Dubois-Drahonet, Les Trois Grâces, eoullivadur war lien, 96,5 x 96,5 cm, dastumad prevez.
- 1817 : Antonio Canova, Les Trois Grâces (eil doare), delwenn varmor, er Victoria and Albert Museum, e Londrez, a bep eil gant National Galleries of Scotland.
- Paul Cézanne
Liammoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Traoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Diwar o anv e teu ar ger gallek "charisme" ("charism", e saozneg, e brezhoneg : karism)
- An Teir Fulenn, anv roet da Augusta von Fersen ha div vaouez all e lez Sveden en XVIIIvet kantved
- Tulla Ellice Finklea, anavezet evel Cyd Charisse, dañserez stadunanat, brudet he divhar. An anv Charisse a vije bet kemeret diwar ar ger "c'haris".
Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Lucas Cranach an Henañ, An Teir Fulenn, 1531.
-
Hans von Aachen, 1604.
-
Gwener hag an Teir Fulenn diskoachet gant ur gwaz (1631-1633), Pariz, Mirdi al Louvre.
-
C'haritezed, gant Charles-André van Loo e 1763.
-
Delwenn roman el levraoueg Piccolomini e Siena.
-
Delwenn gant Jean-Baptiste Carpeaux, er Mirdi Soumaya (Plaza Carso).
-
Las Tres Gracias, gant Hans Baldung (Mirdi ar Prado)