10 Eost
Neuz
(Adkaset eus 10 a viz Eost)
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1512 : aet La Cordelière d'ar strad a-gevret gant al lestr saoz Kent da-heul un emgann war vor da vaez da Veg Lokmazhe.
- 1519 : mont a ra listri Fernão de Magalhães kuit eus porzh Sevilla d’ober tro ar bed.
- 1539 : Kemennadur Villers-Cotterêts a lak ar galleg da vezañ implijet en aktaoù an notered e Frañs, e-lec'h al latin
- 1792 : aloubidigezh palez an Tuileries : harzet eo Loeiz XVI a Vro-C'hall.
- 1809 : emsavadeg e Quito, da zisklêriañ dizalc'hiezh Ecuador diouzh Spagn.
- 1897 : Felix Hoffmann, kimiour alaman, a sintetiz an drenkenn asetilsalisilek, lakaet da werzhañ dindan merk Aspirin gant Bayer.
- 1905 : kentañ kendalc'h esperantek etrebroadel e Boulogne-sur-Mer e Bro-C'hall.
- 1944 : dieubet eo Kastellin gant ar Gevredidi.
Sportoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 2012 : Renaud Lavillenie, atletour gall, a ya da gampion olimpek al lammat gant ar berchenn e Londrez (Bro-Saoz) ha tapet ar rekord olimpek (5,97 m) gantañ war un dro.
Ganedigezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1862 : Fermo Zannoni, mestrc'hoarier echedoù italian († 1añ a viz C'hwevrer 1896 e Rio de Janeiro).
- 1874 : Herbert Hoover, prezidant ar Stadoù Unanet († 20 a viz Here 1964 e New York).
- 1877 : Frank Marshall, mestrc’hoarier echedoù amerikan († 9 a viz Du 1944 e Jersey City (Stadoù Unanet)).
- 1878 : Alfred Döblin, skrivagner alamanek († 26 a viz Even 1957 en Emmendingen (Alamagn)).
- 1912 : Jorge Amado, skrivagner brazilian († 6 a viz Eost 2001 en Itabuna (Brazil)).
- 1946 : Sergio Mariotti, mestrc'hoarier echedoù italian.
- 1977 : Li Shilong, mestrc'hoarier echedoù sinaat.
Marvioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1896 : Otto Lilienthal, ijiner alaman (° 23 a viz Mae 1848 en Anklam (Alamagn)).
- 1904 : Pierre Waldeck-Rousseau politikour gall (° 2 a viz Kerzu 1846 e Naoned).
- 1972 : Albert Malbert, aktour sinema gall.
- 1975 : Robert Childers Barton, lezennour, kargad-stad ha stourmer iwerzhonat (° 4 a viz Meurzh 1881 en Áth na mBó (Iwerzhon)).
Lidoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- er relijion gatolik :
- Santez Klervi;
- Sant Laorañs